Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

ADDIGORADUR KDSK

ADDIGORADUR KDSK
 
Goude ur prantad hir a genfinañ e vo adlañset obererezhioù KDSK adalek ar Yaou d’an 20 a viz Mae (14h).
Aotreet e vo tremenerezh er vediaoueg ha sellet ouzh al levrioù war al lec’h  : 20 den asambles er sal (tro-dro 8 m2 evit pep den), 1 daol war 2 / 1 azezenn war 2.

Degemeret ‘vo ar strolladoù war emgavioù.

 
Doareoù pleustrel :
1- Distro an teulioù : da lezel e toull an nor-dal en ur voest (tu diavaez).
Digontammet e vo an teulioù-se ha lakaet en dispell e-pad tri devezh.

2- Mirout hag amprestañ
Dibab 3 zeul (levrioù, CD, DVD) evit pep den.

Gwelloc’h eo mirout an teulioù en a-raok. Evit mirout teulioù :

  • war-eeun e KDSK war an eurvezhioù digor
  • enlinenn war al lec’hienn : http://www.kdsk.bzh:8080/
  • dre bostel : kdsk.bro.naoned@gmail.com (bemdez)
  • pe dre bellgomz : 02 51 80 72 41

3- Tennadennoù levrioù & lenn/enklaskoù war al lec’h

  • mardi, mercredi, vendredi : 10h ->12h & 14h ->18h
  • jeudi : 14h -> 18h

😷 Gwiskañ ur maskl evit mont e-barzh ar greizenn sevenadurel a zo ret, evel-just.