Evit an trede bloavezh da heul vo echuet ar bloaz gant an nozvezh bras ma vo kinniget programm ar festival Celtomania. Un digarez da leuniañ ho teiziataer sevenadurel evit miz Here ha miz Du 2026. An nozvezh-se, evel ar festival Celtomania, zo bepred un digarez d’ober anaoudegezh gant ur strollad […]
gouloù zo
Paotred al loc’h ha Karantez vamm a ginnig deomp daou goublad, Yann-Bêr ha Fulup ha Lizig ha Rozenn, o vevañ o c’harantez e brezhoneg war ar bemdez. Ar re gentañ a zo bet dimezet e brezhoneg goude al lezenn war an eured evit an holl. An eil re o deus […]
N’eo ket mui ret kinnig an daouad Hamon-Martin, strollad a-bouez-tre war leurennoù abaoe 1991. Er grouidigezh nevez-mañ e vrudont tonioù ar soner Frédéric Lambierge lesanvet Gazman, marvet e 2020. Ur sonerezh fromus ma weler douaroniezh noz Roazhon, kêr e galon. Pell diouzh ar sonerezhioù mozel, an daouad a glask amañ […]
Mazeaz ar Brun, un tad yaouank a zesav e vugale e brezhoneg a ginnigo deomp e raktres “difi ar 1000 familh”. An difi uhelek-se a respont d’un ezhomm pouezus-bras : adstaliañ ar brezhoneg er familhoù evit ma ne chomfe ket yezh ar skol hepken. Evit komz deomp eus ar strategiezhioù […]
Abaoe 2012 e lak ac’hanomp ar gevredigezh romantourien Naoned, d’ober anaoudegezh gant skrivagner.ien.ezed an departamant. Tomm o c’halon ouzh sevenadur istorel ar c’horn-vro-mañ e vo kinniget dezho e rakkentenn diwar an tem “Naoned ha Breizh”. Un degouezh a-feson evit nevesaat hor beilhadeg fin ar bloaz gant Dastum, gant ur veilhadeg […]
E stern an diskouezadeg tennet eus ar vadenn-dreset “mallusted an dour”, hor bo ar blijadur da zegemer en oberer, evit hon nozvezh lennegel bloaziek er stal-levr “La géothèque”. Daou vloaz zo e oa bet lakaet ar gaoz diwar an agro-industrielezh e Breizh gant Nikolaz Legendre. Ar wech-mañ e tizoloimp diwar […]
E framm Mizvezh ar Brezhoneg Kontadennoù, gaouiardajoù, kanaouennoù hengounel, rimadelloù nevez, e-unan, a-stroll pe da respont : ar beilhadegoù a vez bepred mareoù a vignoniezh gortozet-kenañ. Pep hini, tud a vicher, amatourien hag amatourezed sklaeriet, amatourien hag amatourezed-noz a vez pedet da gaozeal er veilhadeg. Evit klozañ mat miz […]
Sonerezh Lleuwen a zo ur meskaj burzhudus eus a sonennoù a awen anezhi : Folk, jazz, pop, rock, klasel… Dastumerez glad dre-gomz a-viskoazh ha pitilh gant yezhoù minorelaet Bro-Gembre ha Breizh, aet e oa ar maout ganti e Prizioù 2012 gant priz pladenn ar bloaz e brezhoneg hag er genstrivadeg […]
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Genver / miz Mae a zo erruet Evit lenn […]
Sairée galo : Fime emouvë Le Grufalot e Le Grufalotin o l’Institut du Galo e perzentézon de la souétië Cllâssiers. A-drugarez da Ensavadur ar Gallaoueg e c’hellfec’h sell ouzh e c’hallaoueg “Ar Gruffalo” hag “Mab ar Gruffalo” gant Max Lang et Jakob Schuh (levr gant Julia Donalson hag Axel Scheffler). A-raok ar […]
D’ar 1añ a viz Meurzh e vo un abadenn ispisial ! Evit lañsañ Mizvezh ar Brezhoneg, Radio Naoned a kinnigo deomp un abadenn war-eeun. Enrollet er Greizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur ha skignet war Radio Naoned hag AlterNantes FM. Digor d’ar publik !
Gant Morvan Coarer, skrivagner “Bed ar drouized” (Yoran Embanner) e vo kontet e garantez hag e arnodoù a-fet drouizidigezh. Peñaos deskrivañ ur bed puilh ha dianv koulskoude ? Gantañ e c’hellimp kaout alc’hwezhioù evit kompren gwelloc’h ar bed-mañ. Emgav adalek 8e00 da noz. Evit gouzout muioc’h. Priz dieub. Titouroù : […]
Prezegenn gant kazetennerien Splann Juliette Cabaço-Roger et Gwenvaël Delanoë tro dro o labour, o luskadurioù hag ho falioù. Prezegenn divyezhek brezhoneg-galleg Splann ! a zo ur gevredigezh (mod lezhenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg hag e brezhoneg. […]