Ar Bodad Lenn a gej ur wech bep miz a-benn komz eus ul levr pe zaou e brezhoneg bet dibabet en a-raok (ul levr gant ul live brezhoneg uhel a-walc’h hag un eil aesoc’h). Lec’h hag eur : KDSK (e Kreizenn Sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur) ur Sadorn vintin bep miz […]
brezhoneg
Un obererezh nevez eo ar gentel lenn, kinniget gant Kentelioù an Noz e 2020/2021 ! Palioù ar stal-mañ a zo lenn levrioù dibabet hervez al live barregezh e brezhoneg, dizoleiñ lennegezh Breizh pe troet e brezhoneg, en em gavout evit eskemm e brezhoneg diwar-benn ar pezh a zo bet lennet […]
Un obererezh nevez eo ar gentel lenn ! Palioù ar stal-mañ a zo lenn levrioù dibabet hervez al live barregezh e brezhoneg, dizoleiñ lennegezh Breizh pe troet e brezhoneg, en em gavout evit eskemm e brezhoneg diwar-benn ar pezh a zo bet lennet ha pleustriñ war ar yezh dre gomz. […]
Peseurt dudioù kinniget e Yezhoù ha Sevenadur Yezhoù, sonerezh, sportoù, kalz traoù a zo d’ober e kreizenn yehzoù ha Sevenadur ! Dudioù dre zanvez E brezhoneg Bodad-komz ha kentelioù brezhoneg gant Kentelioù an Noz Stal liesarzoù ha c’hoariva e brezhoneg gant Mil Tamm Qi gong e brezhoneg ha galleg gant […]
Distro-skol Skol an Emsav D’ar 7 a viz Gwengolo eo bet kroget ar stummadur 6 miz gant ur strollad nevez. 14 den zo o teskiñ brezhoneg e Yezhoù ha Sevenadur e-pad 6 bloaz gant Skol an Emsav e Sant-Ervlan. Evit ar re mennet e vo posupl kenderc’hel gant ur stummadur […]
Digor eo kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur d’an holl : holl sevenadurioù, holl oadoù, … Meur a dudioù, reoliek pe a-wechiadoù, zo kinniget bep bloaz er greizenn : c’hoariva, kan, sport, sonerezh … Setu an dudioù reoliek kinniget e Yezhoù ha Sevenadur en distro-skol 2019-2020 : d’al Lun : Bodad-komz […]
E miz Meurzh e vo mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Ur mizvezh evit ober anaoudegezh gant yezhoù Breizh pe mont pelloc’h ganto. Meur a abadennoù ‘vo kinniget : diskouezadeg, baleadennoù, kaozeadennoù, prezegennoù, stalioù, dañs, stlenneg, sonadegoù, kwiz hag ar c’haraoke e brezhoneg. Ur programm a feson evit an holl […]
Bez e vi eus Radio Naoned ! Media holl vrezhoneg kentañ e Naoned ! Un araokadenn istorel evit ar yezh hag ar vro. Aotreet eo bet Radio Kerne gant ar CSA da zigeriñ ur radio e Naoned e mod DAB+ (Radio Niverel ouarel). Kregiñ a raimp gant ar skignañ e penn-kentañ 2019. […]
Radio Naoned, skourr Radio Kerne e Bro naoned, zo ar media c’hentañ 100% e brezhoneg e Liger-Atlantel. Skignet e vo adalek penn-kentañ 2019 e Naoned meurgêr Naoned e DAB+(Radio Numérique Terrestre). Kinniget e vo abadennoù boutin gant Radio Kerne hag abadennoù ispisial savet e Naoned. Radio Naoned 2 bis alez […]
Leun a darvoudoù eo bet Mizvezh ar Brezhoneg hag ar Gallaoueg. Kavout a rit un nebeud fotoioù an darvoudoù aozet e Yezhoù ha Sevenadur e 2018.
Kroget eo bet Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg e Liger-Atlantel d’ar 1añ a viz Meurzh, ur miz leun a zarvoudoù tro dro yezhoù Breizh. Kenurzhiet eo ar mizvezh e Liger-Atlantel gant ar greizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur gant sikour Ajañs Sevenadurel Breizhek, ar KDSK ha Kentelioù an Noz. Evit […]
Kinnig a ra ar gevredigezh Mil Tamm kentelioù c’hoariva e brezhoneg evit ar vugale. Krouet eo bet gant Katell Leon. Er greizenn Yezhoù ha Sevenadur a vez aozet ar c’hentelioù. Deskiñ a ra ar vugale kaout fiziañs. Pezhioù c’hoarioù bihan a zo bet kinniget e nozvezh Ene Breizh e 2018 […]
Laz-kanañ e brezhoneg Savet eo e 1992 al laz-kanañ Anna Vreizh. Studiañ a ra kanaouennoù breizhek ha keltiek ouzhpenn oberennoù sonaozourien a-vremañ. Luskañ ar sevenadur breizheik dra ar yezh hag ar sonerezh eo pal ar gevredigezh. Obererezioù : Sonadegoù Darvoudoù Enrolladennoù pladennoù Chorale Anne Vreizh Renée Darlon : 06 84 […]
Kentelioù yezh ha obererezhioù sevenadurel evit an holl E 1985 eo bet ganet Kentelioù an Noz gant ar pal kinnig d’an tud deuet kentelioù brezhoneg hag obererezhioù e brezhoneg. Hiziv an deiz e vez kinniget ouzhpenn dudioù evit ar vugale, ar re yaouank hag ar familhoù. Obererezhioù Kentelioù brezhoneg Kentelioù […]
Media e brezhoneg war internet Gwagenn TV a seven, brodu ha skign filmoù bihan e brezhoneg. Filmoù diell, atersadennoù e Breizh pe e broioù all, filmoù faltazi bihan. Gwagenn TV gwagenn.tv@gmail.com http://www.gwagenn.tv
Kreizenn stummañ war ar brezhoneg. Ur greizenn-stummañ a vicher e brezhoneg eo, da lavaret eo ur skol da zeskiñ brezhoneg gant kelennerien gopret. Kentelioù-noz, stajoù berr ha stajoù hir a vez kinniget e Bro-Roazhon dreist-holl hag e Sant-Ervlan. Lena Louarn zo bet renerez etre 1989 ha 2010, pa’z eo aet […]