Ur gengevread dañs eo War’l Leur. Savet eo bet e 1967. Pal ar gevredigezh eo : studiañ, klask, dastum ha skignañ arzoù hengounel Breizh-Izel hag Uhel. Tro dro 60 kelc’h zo ezel War’l Leur, da lâret eo 10 000 den. Confédération War’l Leur 3 rue des Gentilshommes 29 340 Riec-sur-Belon […]
YhS
Lakaat war-wel, brudañ ha kelenn ar violoñs (ha binvioù all) ha sonerezh Bro-Iwerzhon ha Breizh. Ur stal sonerezh hengounel Bro-Iwerzhon e Sant-Ervlan buhezet gant Frédérik Bouley. Obererezioù : kentel (hinihennel hag a-stroll) violoñs 1 slow session bep miz (flûte, violoñs, gitar, boest-an-diaoul, uillean-pipes, bouzouki, telenn… ) Violondañs Frédérik Bouley 06 […]
Savet eo bet e 1941 Tréteau & Terroir. Dastum ha treuzkas glas Bro-Naoned (dañs, kan, sonerezh, gwiskamantoù, hengoun…). Obererezioù : Kentelioù dañs Abadennoù : festoù-noz, sonadeg (kan martoloded), dañs, diskouezadegoù koef Tréteau et Terroir Sylvie Boisnard 02 40 50 52 93 – 06 81 02 53 61 treteauetterroir@gmail.com http://www.treteau.net
Kevrediñ a ra skolioù Diwan Liger-Atlantel ha skoazelloù ar skolioù evit azozañ abadennoù asembles. An arc’hant gounezet a servij da sikour krouidigezh skolioù nevez ha sikour rouedad Diwan. Fédération Diwan 44 http://skoldiwan.naoned.free.fr/federation.php
Media e brezhoneg war internet Gwagenn TV a seven, brodu ha skign filmoù bihan e brezhoneg. Filmoù diell, atersadennoù e Breizh pe e broioù all, filmoù faltazi bihan. Gwagenn TV gwagenn.tv@gmail.com http://www.gwagenn.tv
Kontour Kinnig a ra Dika Daka abadennoù tro-dro ar kontadennoù evit ar re vihan hag ar re vras : kontadennoù, rimadelloù, kontadennoù treset, kanaouennoù Breizh. Obererzhioù : Kontadennoù Abadennoù Stalieroù Prezegennoù kontet Darempred : Jean-Pierre Quirion – 02 40 56 10 67
Abaoe 31 bloaz e ra war-dro Celtomania, ar gouel keltiek kevelet gant kumunioù Liger-Atlantel. Bep bloaz e vez bodet tro-dro 15 kumuniezh evit kinnig darvoudoù keltiek be brezhoneg e Liger-Atlantel e-kreiz an diskar-amzer. Pouezus eo evit skipailh Celtomania kinnig ur programm liesseurt. Aozet vez sonadegoù, festoù-noz, abadenn sinema, bodad-lenn, beilhadegoù, […]
Ar Falz 44 zo bet savet er bloavezhioù 70. Rann Bro-Naoned ar gevredigezh Ar Falz-Skol Vreizh (savet e 1933) eo. Kinnig a ra sevenadurioù Breizh ha brezhoneg. Obererezioù : Pourmenadennoù e brezhoneg Prezegennoù bazhvalan : eskemmoù ha kaozeadennoù e brezhoneg Ar Falz – Skol Vreizh ar_falz-skol_vreizh44@sfr.fr http://www.skolvreizh.com/ar_falz/
Pal Ajañs Sevenadurel Breizhek da luskañ sevenadur breizhek tro-dro Liger-Atlantel. Obererezioù : Kehentiñ an darvoudoù hag ar gevredigezhioù liammet gant sevenadur Breizh Kenurzhiañ, skoazell hag aliañ ar gevredigezhioù Titouroù Skignañ : stal (levrioù, pladennoù, dastumadennoù, c’hoarioù…) ha feurmiñ (c’hoario hengounel, klinkadurioù) Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel (ACB44) Diorenn Jacques Demy – […]
Digoret eo bet e miz Gwengolo 2008. Degemer ar ra 56 skolajiad e 2020 eus ar 6vet betek an 3de klas. 8 den a zo er skipailh pedagogel evit lakaat ar skolajidi da heuliañ programm an Deskadurezh-Stad. Buhez ar skolaj, ar beilhadegoù hag ar c’houzkva zo meret gant ur skipailh […]
Dre ar brezhoneg pe dre ar galleg e c’hellit dizoleiñ pinvidigezh dalc’had KDSK, Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek. An holl zañvez lennegel embannet e brezhoneg hiziv an deiz a ya d’ober darn pouezusañ an dalc’had, a zo digor ivez war lennegezh Breizh e galleg ha war lennegezh an holl yezhoù keltiek […]
Kreizenn stummañ war ar brezhoneg. Ur greizenn-stummañ a vicher e brezhoneg eo, da lavaret eo ur skol da zeskiñ brezhoneg gant kelennerien gopret. Kentelioù-noz, stajoù berr ha stajoù hir a vez kinniget e Bro-Roazhon dreist-holl hag e Sant-Ervlan. Lena Louarn zo bet renerez etre 1989 ha 2010, pa’z eo aet […]
Mikro-magouri e brezhoneg. Ur gevredigezh diouzh lezenn 1901 eo Youn ha Solena. He fal eo diorren ha merañ lec’hioù degemer ar vugaligoù. Ar soñj da sevel ur vikro-magouri zo deuet war wel evel un elfenn ret, ur mailh a vanke er pezh a vez kinniget abaoe pell e brezhoneg d’ar […]